Skritur kmerek

N'eo ket ar skritur kmerek (អក្ខរក្រមខេមរភាសា: âkkhârâkrôm khémâraqphéasa) ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ diorroet war padrom an devanagari. Implijet e vez evit skrivañ ar c'hmereg. An testennoù koshañ bet kavet skrivet gant ar skritur khmererek a oa bet savet e 611 a-raok Jezuz.

Ne ra ar skritur khmerek diforc'h ebet etre lizherennoù bras (lizherennoù pennañ) ha lizherennoù bihan. Ouzhpenn-se e vez skrivet peurliseañ hep troc'h ebet etre ar gerioù. An troc'h a dalvez da diskwel emañ achu ur frazenn.

Er skritur khmerek n'eus ket a-walc'h a lizherennoù vogalennel, nag a bell, evit skrivañ holl pep vogalenn ar c'hmereg. Evit diskoulmañ ar gudenn-mañ e vez isrannet al lizherennoù kensonennel diazez e daou rummad, gant pep rummad ur vogalenn disheñvel. Sinoù ispisial a vez implijet evit chench vogalenn ul lizherenn bennaket e vogalenn ar rummad all.

Implijet e vez vogalennoù stag da diswkel pesuert vogalenn a ranker distagañ gant pep lizherenn silabennek diazez gant bep ur gensonenn digemm.

A-hend-all e vez implijet ar vogalennoù distag pa ranker skrivañ silabennoù enne ur vogalenn hep kensonenn ebet.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search